brezhoneg / breton
galleg / français


TAOLENN VERR

Degemer
Skrivit o chomlec'h
Gerioù talvoudus
Kêrioù e brezhoneg
Gwir ha lezennoù
Paotred al lizhiri zo tud a feson

 

     
 

"AR POST, HO CHOMLEC'H E BREZHONEG"
"Ar Post, votre adresse en breton"

Abaoe pell e fell d'ar Vretoned skrivañ o chomlec'h e brezhoneg. Mont a ra an emzalc'h-se gant kresk ingal c'hoant ar Vretoned adpiaouañ o yezh, d'an nebeutañ evit ar re a gred e dazont o sevenadur yezhel pinvidik ha bev. Skrivañ e chomlec'h e brezhoneg zo un dra boutin a-walc'h e kevredigezh Breizh an deiz a hiziv! N'eus nemet un draig bennak a-dreuz! N'eo ket anavezet an dra-se gant ar Post ha ne vez ket broudet an dud d'ober gant hor yezh. N'eo nemet a-drugarez da youl vat paotred al lizhiri ma c'hell ar vrezhonegerien tapout o lizhiri gant ur chomlec'h e brezhoneg, gourc'hemennoù dezho!

Evit broudañ ar Vretoned (hag ar re all ivez!) d'ober gant ar brezhoneg hon eus divizet kas war-raok hon interestoù dre al lec'hienn-mañ war ar genrouedad. Perak ne c'hellfemp ket kaout hol lizhiri evel ar geodedourien all? Un nebeud kêrioù o deus kroget d'ober gant an div yezh evit anvioù ar straedoù, Roazhon en o zouez. Ur c'hammed kentañ eo evit ma vo anavezet gant ar Post er Frañs anvioù an HOLL straedoù e brezhoneg er 5 departamant!

Ur skouer:

Jean LE GALL
85 rue de la République
29000 QUIMPER
 

Yann AR GALL
85 straed ar Republik
29000 KEMPER

 
 

 

 
 
 
  Degemer Krec'h">Pajenn a-raok  
 

© Mikael Bodlore-Penlaez & Jil Penneg • 2004 • Pep gwir miret strizh • Kemper • Breizh