brezhoneg / breton
galleg / français


TAOLENN VERR

Degemer
Skrivit o chomlec'h
Gerioù talvoudus
Kêrioù e brezhoneg
Gwir ha lezennoù
Paotred al lizhiri zo tud a feson

 

 

     
 

SKRIVAÑ UR CHOMLEC'H E BREZHONEG
Penaos ober?

N'eo ket diaes skrivañ e chomlec'h e brezhoneg. Heñvel eo ouzh e skrivañ e galleg, nemet e vo cheñchet anvioù ar straed hag ar gêr gant gerioù brezhoneg. Ma'z oc'h boaz da skrivañ hoc'h anv familh gant e stumm brezhonek, gwelloc'h a se ha grit gantañ!

Setu ur skouer aes:

Jean LE GALL
85 rue de la République
29000 QUIMPER
 

Yann AR GALL
85 straed ar Republik
29000 KEMPER

Doareoù all:

Kalz brezhonegerien a blij dezho skrivañ anv o bro en dibenn. Grit heñvel neuze!

Yann AR GALL
85 straed ar Republik
29000 KEMPER
Breizh
 

En Europa eo boaz an dud da skrivañ pennlizherenn o broad dirak ar c'hod post. BZH eo ar c'hod evit Breizh.

Yann AR GALL
85 straed ar Republik
BZH-29000 KEMPER
Breizh
 

Pa vezit en estrenvro na zisoñjit ket skrivañ anv ar stad evel-henn:

Yann AR GALL
85 straed ar Republik
29000 KEMPER
Breizh - Frañs (France)
pe

Yann AR GALL
85 straed ar Republik
29000 KEMPER
Breizh (F)

 

 
 

 

 
 
 
  Degemer Krec'h">Pajenn a-raok  
 

© Mikael Bodlore-Penlaez & Jil Penneg • 2004 • Pep gwir miret strizh • Kemper • Breizh