GWIR HA LEZENNOÙ
Aotreet omp d'ober gant ar brezhoneg er chomlec'hioù?
Ar Frañs zo unan eus ar broioù nemeto en Europa
na anavez ket gwirioù ar yezhoù rannvroel pe
minorelaet. Skrivañ e chomlec'h e brezhoneg pe ober
gant ar brezhoneg er velestradurezh n'eo ket aotreet. Daoust
da se ez eus meur a gannad ha keodedad zo mennet da gas ar
brezhoneg war-raok. Perak e vefe tu d'hon amezeien en Europa:
Katalaniz, Euskariz, Kembreiz hag all
d'ober gant o
yezh ha ne vefe gwir ebet gant ar Vretoned?
Mont a ra ar brezhoneg war-raok. Peurwiriekaet eo bet "Karta
Europa ar yezhoù rannvroel pe minorelaet". Nac'het
eo bet gant Kuzul ar Bonreizh diwezhatoc'h a-enep ali ar Prezidant
hag ar gouarnamant. Mellad 2 ar bonreizh a zispleg: "ar
galleg eo yezh ar Republik". Ouzhpennet e oa bet ar mellad-se
e 1992 evit mont a-enep da saoznekaat ar galleg, sañset.
E gwirionez e ya a-enep da yezhoù all ar Frañs
ivez. Ur youl bolitikel a zo, met enebet e vez outi gant un
nebeud jakobined staget start ouzh ar galloud.
An dra-se a dalvez n'eus yezh all ebet estreget ar galleg
a vez aotreet gant ar velestradurezh. Ar chomlec'hioù
a rank bezañ skrivet e galleg neuze. Dalc'het e vez
d'ar reolenn-se gant Ar Post, met e gwirionez e vez kaset
al lizhiri gant paotred Ar Post ha pa vefe ar chomlec'h en
ur yezh all eus ar Frañs (brezhoneg, elzaseg, euskareg,
katalaneg, korseg, flandrezeg pe okitaneg).
Trawalc'h gant ar pilpouzerezh-se! E kêrioù
zo e vez anvioù divyezhek d'ar straedoù. Ar
pezh a dalv e c'heller skrivañ e chomlec'h en unan
eus an div yezh. Nemet ne vez graet kement-se nemet gant un
nebeud kêrioù e Breizh.
|